Radio Breizh
@radiobreizh.bsky.social
610 followers 170 following 110 posts
📻 Porched ar radioioù kevredigezhel e yezhoù Breizh Le portail des radios associatives en langues de Bretagne Le portâil en berton e galo #bzhg #gallaoueg
Posts Media Videos Starter Packs
💫 Emañ ar Festival Fisel o tont e Rostrenn ! 
🎛️ War-eeun eus ar festival e vo Radio Kreiz Breizh etre an 29 hag an 31 a viz Eost ! Chomit war evezh !
🎬 Adalek warc'hoazh e vo @radiokerne.bsky.social war-eeun eus Gouel ar Filmoù e Douarnenez !
🌿 Selaouit, etre an 18 hag an 21 a viz Eost, etre 5e ha 6e, an abadennoù savet eus ar festival ! Ar bloaz-mañ e vo lakaet war-wel Pobloù Amazonia e-kerzh ar gouel.
🤘 Emgav er Motocultor gant @radiokerne.bsky.social an dibenn-sizhun-mañ !
📻 D'ar 16 ha 17 a viz Eost, etre 5e ha 6e, selaouit an abadenn war-eeun eus ar festival dre gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg !
🌊 E Gouel an Arvor e vo Radio Bro Gwened etre ar 14 hag ar 17 a viz Eost !
💫 Heuliit ar festival dre ar gwagennoù asambles ganto !
✨ D'ar 5 ha d'ar 7 a viz Eost, etre 7e ha 7e30, e vo Radio Bro Gwened war-eeun eus Gouel Etrekeltiek an Oriant ! 

📻 Skignet e vo abadennoù Radio Bro Gwened war-eeun eus ar festival dre ar pemp radio e brezhoneg !
☀️ Emgav d'an 2 ha d'an 3 a viz Eost, etre 5e ha 6e, evit heuliañ asambles gant Radio Kerne festival Penn-ar-Bed e Krozon ! 

💥 Skignet e vo abadennoù Radio Kerne war-eeun eus ar festival dre ar pemp radio e brezhoneg !
💫 Emgav etre ar 17 hag an 20 a viz Gouere, etre 5e ha 6e, evit heuliañ asambles gant Radio Kreiz-Breizh festival an Erer Kozh e Karaez ! 

🤩 Skignet e vo abadennoù Radio Kreiz-Breizh war-eeun eus ar festival dre ar pemp radio e brezhoneg !
🤩 2 abadenn a oa bet kinniget gant ar 5 radio e brezhoneg war-eeun eus @gbbfest.bsky.social e Maner Kernod e Mellag !
💫 Un abadenn d'ar Gwener noz evit an Taol-lañs & un abadenn d'ar Sadorn noz.
☀️ Plijadur a oa bet hag ur bern tud pedet !

🎧 Selaouit an abadennoù en-dro dre lec'hienn Radio Breizh !
🎙 Kinniget e oa bet an abadenn-se deoc'h gant : Enora Molac, Neshka, Pauline Daniel, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé, Metig Jakez-Vargas, Koulm' ha Marianne Vaidie.

🤩 Ha trugarez da vBruno Blanchard, Clément Samson ha Nicolas Milice eus Radio BOA evit an teknik !
Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
2 h d'émission en direct du site historique du Manoir de Kernault pour la fête nationale de la langue bretonne. La première heure sera
www.radiobreizh.bzh
🔸Evit klozañ e oa bet klasket kompren hag-eñ zo atav ur ster politikel gt ar gouel.
Gt Lena Louarn, bet kuzulierez e rannvro Bzh & renerez Skol an Emsav, Tangi Louarn, e-touez ar re o deus krouet SAE & Yves-Marie Derbré-Salaün, ezel eus Mignoned ar brezhoneg & teñzorer ar rouedad Diwan.
🔸 Kadvael Jolived eus an daouad rap Plouz&Foen hag ar ganerez, sonourez ha komedianez Nolwenn Korbell o doa respontet ouzh goulennoù Enora Molac diwar-benn implij ar brezhoneg e bed an arzoù.
🔸 Fulup Jakez eus Ofis Publik ar Brezhoneg ha Paul Molac, kannad, a zo bet pedet evit an eurvezh kentañ evit lakaat ar gaoz war stad ar yezh.
🔸 Liza Jakez-Vargas eus ar gevredigezh Aerlin ha Maksim Crahé eus Radio Bro Gwened a zo bet pedet evit kaozeal eus implij ar brezhoneg er bed kwir.
✨ 2 eurvezh abadenn a oa bet kaset disadorn gant ar pemp radio e brezhoneg war-eeun eus Maner Kernod, ul lec'h istorel e Mellag evit @gbbfest.bsky.socialwww.radiobreizh.bzh/episode/74875
🎙 Degemeret e oa bet tro-dro d'ar mikroioù :
- Maïann hag Ewen eus ar strollad Balafenn
- Yannick Jaouen
- Cyrille eus ar strollad Skrilh
- An Abhain
- Klara Ninn
- Muncaí
- Melaine eus ar strollad Tanork
- Anna Graham
🎪An dibenn-sizhun dremenet e oa ar 5 radio war-eeun eus @gbbfest.bsky.social !

📻D'ar Gwener evit an Taol-lañs e oa bet un abadenn gt E. Blanchard, M. Jakez-Vargas, P. Ferog & Yann Boishardy ▶ www.radiobreizh.bzh/episode/74881

🎚An teknik a oa bet graet gt Bruno, Clément & Nicolas eus Radio BOA !
🎧 Bep sizhun e lakaomp war wel ur gelaouadenn bet savet ar sizhun a-raok gant unan eus skipailh kazetenniñ Radio Breizh.
🎙️ Evit Glen Dissaux, zo besprezidant Brest Meurgêr, eo domaj e yafe da zero an takadoù ZFE. Koulskoude ‘oa ket bet savet mat hervezañ… 

🗣 Emañ gant Erwan Blanchard ▶️
Fin ar ZFE
Nevez ‘zo ‘oa bet votet gant deputed Frañs fin an takadoù gant otoioù a gas nebeut a CO2 d’an aer, an takadoù anvet ZFE. Anv al lezenn eo «&
www.radiobreizh.bzh
📻Kelaouadenn ar sizhun📻

🚗Nevez ‘zo ‘oa bet votet gt deputed Frañs fin an takadoù gt otoioù a gas nebeut a CO2 d’an aer, an takadoù anvet ZFE. Anv al lezenn eo « Simplaat ar vuhez ekonomikel », ul lezenn n’a ket d’an ekologourien puur ‘oa ar pal gwellaat stad an aer ha yec’hed an dud war un dro.
🎉E @gbbfest.bsky.social e vimp gant ar 5 radio an dibenn-sizhun a zeu evit kinnig abadennoù war-eeun eus ar gouel !
🔸 04/07 : war-eeun eus an Taol-lañs etre 7e30 hag 11e30
🔸 05/07 : war-eeun eus GBB etre 5e ha 7e gant tud pedet tro-dro d'an daol !

Ma fell deoc'h bezañ a-youl vat, skrivit da GBB !
Setu teaser GBB
𝙑𝙤𝙞𝙘𝙞 𝙡𝙚 𝙩𝙚𝙖𝙨𝙚𝙧 𝙙𝙚 𝙂𝘽𝘽
3 devez bodadeg bras ar brezhonegerien.ezed evit bevañ e brezhoneg ha dizoleiñ arzourien.ezed a-feson 🤩 Arabat gortoz !
3 𝘫𝘰𝘶𝘳𝘴 𝘥𝘦 𝘧ê𝘵𝘦 𝘱𝘰𝘶𝘳 𝘳é𝘶𝘯𝘪𝘳 𝘭𝘦𝘴 𝘣𝘳𝘪𝘵𝘵𝘰𝘱𝘩𝘰𝘯𝘦𝘴 𝘦𝘵 𝘭𝘦𝘴 𝘢𝘮𝘰𝘶𝘳𝘦𝘶𝘹.𝘴𝘦𝘴 𝘥𝘦 𝘭𝘢 𝘭𝘢𝘯𝘨𝘶𝘦, 𝘷𝘪𝘷𝘳𝘦 𝘦𝘯 𝘣𝘳𝘦𝘵𝘰𝘯,𝘥é𝘤𝘰𝘶𝘷𝘳𝘪𝘳 𝘥𝘦𝘴 𝘢𝘳𝘵𝘪𝘴𝘵𝘦𝘴 𝘦𝘹𝘵𝘳𝘢𝘰𝘳𝘥𝘪𝘯𝘢𝘪𝘳𝘦𝘴 🤩
Reposted by Radio Breizh
Hep den a-youl vat, gouel ebet !

Ma ho peus un tamm amzer da brofañ, brezhonegerien pe get, bep dorn sikour a zo talvoudus. Degemer, aozañ, boued, tavarn, … plas'zo evit pep hini.

Asambles, lakomp war wel ar brezhoneg gant levenez ha madelezh !

Evit lakaat da anv : volunteo.com/fr/r/gouel-b...
Reposted by Radio Breizh
Hep den a-youl vat, gouel ebet !
---
Envie d'être bénévole dans un chouette festival ?

Setu al liamm evit lakaat da anv / voici le lien pour t'inscrire : volunteo.com/.../gouel-br...
🔸Nous vous donnons rdv le 4/07 à 15h pour l'Assemblée Générale de Brudañ ha Skignañ à Mellac !

📻Nous aborderons l'année 2024, les projets, nous élirons le nouveau ÇA, et terminerons par un pot tous ensemble. Si vous souhaitez participer à la vie de l'association, vous êtes les bienvenus !
🔸Emgav a roomp deoc'h d'ar 4/07 da 3e evit Emvod-Meur Brudañ ha Skignañ e Mellag, a-raok @gbbfest.bsky.social !

📻Komzet e vo eus ar bloavezh 2024, ar raktresoù, dilennet e vo ar c'huzul-merañ & evet e vo ur banne. Ma fell deoc'h kemer perzh e buhez ar gevredigezh e voc'h degemeret gt plijadur !
Reposted by Radio Breizh
👍 Petra a vez graet eus « abonné·e » e brezhoneg ? Setu un nebeud gerioù evit komz eus ar rouedadoù sokial e brezhoneg !

📍 Sell en diaz termenadurel TermOfis en e bezh dre hor porched niverel hag hor geriaoueg er rouedadoù sokial !
🗣 Muioc'h a ditouroù gant Swen, a zo ezel eus ar strollad-se, ouzh mikro Metig Jakez-Vargas ▶️ https://www.radiobreizh.bzh/episode/74608

💻 Ma fell deoc'h kaout muioc'h a ditouroù war Pol Bugaleaj ar Planning Familh e c'hellit skrivañ dezhe dre bostel da [email protected]
Stourm a ra ar "Pol Bugaleaj" a-enep ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale
Er mizioù tremenet ez eus bet lakaet ar gaoz er mediaoù eus ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale gant an aferioù Betharam hag Ar Skouarne
www.radiobreizh.bzh