Radio Kerne
@radiokerne.bsky.social
590 followers 120 following 22 posts
Radio kevredigezhel 100% e brezhoneg Radio associative 100% en breton https://linktr.ee/radiokerne
Posts Media Videos Starter Packs
Reposted by Radio Kerne
🤘 Emgav er Motocultor gant @radiokerne.bsky.social an dibenn-sizhun-mañ !
📻 D'ar 16 ha 17 a viz Eost, etre 5e ha 6e, selaouit an abadenn war-eeun eus ar festival dre gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg !
Levrioù da selaou e brezhoneg a zo ! Hag unan nevez enrollet zoken : Brilli, toñ, sardin... Ur vuhez labour er friturioù, gant Eliane Ansquer. Lennet ar skrivagnerez herself !

www.radiobreizh.bzh/episode/75220
Mersi deoc'h evit an titour !
Heklev an hañv, an abadenn vintin a lakao ac'hanoc'h da zeskiñ muioc'h war ar stered hiziv !

Da selaou amañ : www.radiobreizh.bzh/episode/75163
Reposted by Radio Kerne
🎙 Kinniget e oa bet an abadenn-se deoc'h gant : Enora Molac, Neshka, Pauline Daniel, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé, Metig Jakez-Vargas, Koulm' ha Marianne Vaidie.

🤩 Ha trugarez da vBruno Blanchard, Clément Samson ha Nicolas Milice eus Radio BOA evit an teknik !
Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025
2 h d'émission en direct du site historique du Manoir de Kernault pour la fête nationale de la langue bretonne. La première heure sera
www.radiobreizh.bzh
Reposted by Radio Kerne
🔸Evit klozañ e oa bet klasket kompren hag-eñ zo atav ur ster politikel gt ar gouel.
Gt Lena Louarn, bet kuzulierez e rannvro Bzh & renerez Skol an Emsav, Tangi Louarn, e-touez ar re o deus krouet SAE & Yves-Marie Derbré-Salaün, ezel eus Mignoned ar brezhoneg & teñzorer ar rouedad Diwan.
Reposted by Radio Kerne
🔸 Kadvael Jolived eus an daouad rap Plouz&Foen hag ar ganerez, sonourez ha komedianez Nolwenn Korbell o doa respontet ouzh goulennoù Enora Molac diwar-benn implij ar brezhoneg e bed an arzoù.
Reposted by Radio Kerne
🔸 Fulup Jakez eus Ofis Publik ar Brezhoneg ha Paul Molac, kannad, a zo bet pedet evit an eurvezh kentañ evit lakaat ar gaoz war stad ar yezh.
🔸 Liza Jakez-Vargas eus ar gevredigezh Aerlin ha Maksim Crahé eus Radio Bro Gwened a zo bet pedet evit kaozeal eus implij ar brezhoneg er bed kwir.
Reposted by Radio Kerne
✨ 2 eurvezh abadenn a oa bet kaset disadorn gant ar pemp radio e brezhoneg war-eeun eus Maner Kernod, ul lec'h istorel e Mellag evit @gbbfest.bsky.socialwww.radiobreizh.bzh/episode/74875
Reposted by Radio Kerne
🎪An dibenn-sizhun dremenet e oa ar 5 radio war-eeun eus @gbbfest.bsky.social !

📻D'ar Gwener evit an Taol-lañs e oa bet un abadenn gt E. Blanchard, M. Jakez-Vargas, P. Ferog & Yann Boishardy ▶ www.radiobreizh.bzh/episode/74881

🎚An teknik a oa bet graet gt Bruno, Clément & Nicolas eus Radio BOA !
Reposted by Radio Kerne
Petra 'zo nevez e brezhoneg evit miz Even 2025 ? Sed aze 'pezh 'vez kinniget gant skipailh Brezhoweb ! 😎 / Quelles sont les nouveautés en langue bretonne pour le mois de juin 2025 ? 📚💿

Ar video istitlet e galleg / La vidéo avec les sous-titres en français :
👉 www.brezhoweb.bzh/Petra-nevez-...
Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Even 2025 ? (Deiziataer Brezhoweb)
Setu petra zo nevez e brezhoneg evit miz Even 2025, kinniget deoc'h gant skipailh Brezhoweb ! Adkavit levrioù, podkastoù, sonerezh, videoioù ha darvoudoù e-leizh !LevrioùAr balum peñseet ➡ timilenn.b
www.brezhoweb.bzh
Reposted by Radio Kerne
📻Kelaouadenn ar sizhun📻
🩺Harz-labour a oa gt ar vezeien hollegour ar sizhun dremenet. Sevel a reont a-enep ar raktres lezenn Garot a venn stourm a-enep an dezerzhioù mezegel.
🗣Muioc'h a zisplegadennoù gt Gaelle Pedron, mezegez e Rostrenn, aterset gt M. Jakez-Vargas▶️ www.radiobreizh.bzh/episode/73477
Unanet!, an heuliadenn Liesvouezh nevez da selaou dre amañ 👇
www.radiobreizh.bzh/programme/11...
Reposted by Radio Kerne
Selaouit ar c'heleier gt E. Blanchard ▶ www.radiobreizh.bzh/episode/72931

📺📻 France Télévisions & Radio France: un eured n'eo ket asantet gt an implijidi. Selaouomp Chloe Tempereau (FR3 Breizh) & Leo Roze (Ici Breizh Izel)

🎵Digwener e vo koñkour sonerezh Breizh etre-liseoù ! Selaouomp Mona Cornic
8vet rann an heuliadenn Queeromp da glevet warc'hoazh, hag an hini diwezhañ.
Klevet 'vo tud tro 60 vloaz o deus bevet ur sell disheñvel eus ar re yaouankoc'h war ar gumuniezh, an diaesterioù hag ar spi.

Emgav da 7e noz war Radio Kerne ha @radio-naoned.bsky.social
Warc'hoazh, 7vet rann Queeromp. Tost echu eo hon heuliadenn, gallout a rit selaou an holl rannoù bet embannet dija dre amañ :
www.radiobreizh.bzh/programme/11...
Chañjet hon eus hor flux streaming un nebeut sizhunioù zo, liammet eo gant an dra-se sur mat. Gant peseurt arload e selaouit Radio Kerne ? Setu chomlec'h ar flux implijet ganeomp bremañ : stream.radios.bzh/listen/kerne...
stream.radios.bzh
Reposted by Radio Kerne
Levrioù Timilenn lakaet war-wel gant stal-levrioù Durance e #Naoned da vare Mizvezh ar #brezhoneg !

Des livres de Timilenn présentés par la librairie #Durance à #Nantes à l'occasion du mois du #breton !

#MizBzhg #LangueBretonne #BZHG
Reposted by Radio Kerne
🧐 Adalek 3mn35 ez eus kaoz eus an abadenn "Ma Daouarn" kaset gant Laëtitia Fitamant war Radio Kerne !

🎧 www.radiobreizh.bzh/programme/11...
Miz Meurzh, miz ar brezhoneg ! Skipailh Brezhoweb a ginnig deoc'h deoc'h traoù d'ober, met ivez levrioù nevez, pladennoù, videoioù, podkastoù... 📚/ 🎶 L'équipe de Brezhoweb vous présente les nouveautés pour le mois de mars !

Istitlet e galleg hag e brezhoneg :
👉 www.brezhoweb.bzh/Petra-nevez-...
Petra 'zo nevez evit mizvezh ar brezhoneg 2025 ? (Deiziataer Brezhoweb)
Miz Meurzh, miz ar brezhoneg ! Leun a draoù d'ober e brezhoneg, ha setu perak e kinnig skipailh Brezhoweb deoc'h un nebeud abadennoù evel-just, met ivez levrioù nevez, pladenn sonerezh, videoioù, pod
www.brezhoweb.bzh
Warc'hoazh da 7e noz, un abadenn nevez en heuliadenn Queeromp !

Ar rannoù all zo da selaou amañ dija : www.radiobreizh.bzh/programme/11...
Reposted by Radio Kerne
🔴 Taget eo bet hon kenlabourer, Anton Burel, kazetenner e Radio Breizh, gant ur strollad tud yaouank eus an tu dehoù pellañ disadorn. Savet e oa hor c'heneil a-enep ar c'homzoù gouennelour hag ar saludoù nazi bet graet gant ar baotred yaouank.
Reposted by Radio Kerne
Lidomp ar brezhoneg !

📅 Hiziv emañ Devezh etrebroadel ar yezhoù-mamm ha yezh ar galon : hor yezh eo ar brezhoneg ! Hiziv an deiz ez eo niverusoc'h-niverusañ an dud a adperc'henn ar brezhoneg !
N'eus ket ur yezher pe ur yezherez a vefe disi : hor yezh eo ar brezhoneg.

#bzhg #breton
Reposted by Radio Kerne
La presse en parle !

@krismenn.bsky.social a été interviewé par Radio Naoned à propos de la nouvelle création du théâtre Piba : Bastard !

www.radionaoned.bzh/fr/kejadenn-4/

Création en Novembre 2025 au Terrain Blanc, programmée par le Théâtre de Cornouaille, scène nationale de Quimper.
Kejadenn – Radio Naoned
www.radionaoned.bzh